Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Ar pesked-red a deu, war hon aodoù, entre hanter miz Kerdu ha diwez miz Genver, evit leuskel o laezhenn pe o vioù. Neuze e paker anezhe, bodennet ma vezont a-vil-vern : ar sein vras dispaket, an daou benn anezhi a rae an dro d’ar c’hlodad gant pep a vag vihan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

— Dilezel ur paotr yaouank evel Erwan, ur martolod eveltañ, ken disheñvel diouzh marc’heg kozh Kervarker !… a lavare ar vartoloded, bodennet dindan ar wezenn-dilh evit kuzuliañ diwar-benn dimeziñ Janedig.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial