Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
Tra pe dra an nije atao da ober er bagou : teuler dour eus luseo (1) ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar goueliou, ar skoujou, an drisou da sec’ha ; larda ar wern, ar stê (2), ar poleou, astenn ar fard war ar bili evit o digwea ; divailha an drag pe ar zein evit o dresa ; koltari, liva ar vag vihan pe an hini vras.