Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(en e stumm kemmet "vez") Furm voas eus ar verb bezañ en amzer-vremañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

An dud yaouank a vez holl evel-se. Netra ne ra aon dezho a-bell, ha pa vezont dirak....

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.144

- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Hounnezh a oa unan eus ar c'hoantadennoù en devez pep den pa vez en ul lec'h plijus, met seveniñ e c'hoant ne vez ket aes bepred.

1985
Daveenn : DGBD p110

Sevel enselladennoù keodedel war tachennoù e-lec'h ma vez tennet misiloù nukleel.

2015
Daveenn : DISENT p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial