I.
1. Loenedigoù divellkeinek hir ha blot o c'horf, roz o liv, a ya a-stlej hag a vev en douar, o anv spesad Lombricus terrestris.
HS. preñv-douar.
2. Dre heveleb. (dirak ur spizer)
Anv a roer da loened all a denn d'ar buzhug.
Buzhug aod, buzhug du, buzhug lec'hid, buzhug mor : buzhug a vez klasket evit mont da besketa, o anv spesad Arenicola marina.
3. (db. an evned)
Born-buzhug : moranv ar boc'hruz.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
Spazher-buzhug, troc'her-buzhug : moranv a vez roet d'al labourer-douar.
&
Trl.
Troc'hañ buzhug: labourat (an) douar.
Gwelloc'h eo gantañ chom da droc'hañ buzhug eget mont da veleg.
&
Trl., dre fent.
[1929] Buzhug kleuz : makaroni.
Daveenn :
GON.II
pg dizouara (L'humidité fait sortir les vers de la terre).
Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.
Ar paour kaez loen a ouie diskouez anaoudegez vat d'ar re a rôe d'ezañ tammou askorn, skolpennadou minvig soubet el lipig, buzug kleuz fritet mesk-ha-mesk gand aouravaloukarantez, fars, bannac'hou soubenn leun a lagadennou rous.
1929
Daveenn :
SVBV
p6
Evned-mor a-leizh a zo warno o pourmen, o klask buzhug ha kregen, ha pelikaned gwenn a zo kludet war ar paletuvez.