Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Mont war-raok evel ur vuzhugenn. En em astenn war an douar, buzhugenniñ o klask plantañ tro en e gorf. Buzhugenniñ da dremen dre an toull. DHS. ruzañ. 2. Kas e amzer hep mall na pal, mont goustadik. Na chomomp ket da vuzhugenniñ ouzh taol. [1955] E-keit ma veze va skolaerez o plediñ gant he micher ne chome ket he gwaz da vuzhugenniñ na da dreiñ ar c’hi dre al lost, nann, ma karan ! HS. lugudiñ, straniñ, yariñ. II. V.k.e. Ober goustadik (udb.). Buzhugenniñ al labour. Buzhugenniñ un dra.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

E-keit ma veze va skolaerez o plediñ gant he micher ne chome ket he gwaz da vuzhugenniñ na da dreiñ ar c’hi dre al lost, nann, ma karan ! en em deurel a ris raktal da zeskiñ yezh ar vro ha ret e oa din stardañ outi da vat dre ma ranken bezañ prestik e-tailh da dremen un arnodenn diaes a-walc’h er Skol-Veur kent gallout bezañ e gopr gant ar gouarnamant.

1955
Daveenn : VBRU p.60

Ofis publik ar brezhoneg