Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

GWECHALL, Dre fent. [1943] Diplom dibenn studi kentañ derez a veze tremenet etre 11 ha 13 vloaz. [1943] Setu perak eo [sic] bet roet urzh gant Ministr an Deskadurezh da reiñ adarre ar gelennadurezh a-enep an alkool bet dilezet etre an daou vrezel ha perak e vo goulennataet warni ar vugale pa dremenint o santifikad. [1954] [T]apet he devoa n'eo ket hepken ar « sanktifikad », met ar « breve[d] », ur ral em c'horn-bro er mare ma komzan dioutañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Setu perak eo [sic] bet roet urzh gant Ministr an Deskadurezh da reiñ adarre ar gelennadurezh a-enep an alkool bet dilezet etre an daou vrezel ha perak e vo goulennataet warni ar vugale pa dremenint o santifikad.

1943
Daveenn : TOAA p4

En he laouenañ e veze pa gave amzer da lenn, rak diskouez a rae bezañ desket : tapet he devoa n'eo ket hepken ar « sanktifikad », met ar « breved », ur ral em c'horn-bro er mare ma komzan dioutañ.

1954
Daveenn : VAZA p.16

An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !

1954
Daveenn : VAZA p.79

Etimologiezh

C'hoari gerioù diwar an amprest gallek "sertifikad" (evit certificat d'études) dre ma oa un diplom priziet-dreist e-mesk an dud.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial