Ofis Publik ar Brezhoneg
"Selaouit 'ta", a lavaras din un deiz, pa oa o pouezañ din ma zamm bistek, hep tennañ he daoulagad diwar ar garrezenn e-lec'h ma oa merket ar briz, ha me ne dennen ket ma daoulagad ivez diwar al lec'h ma tlee ar briz en em ziskouez, gwelloc'h pevar lagad eget daou evit bezañ sur na vo ket faziet eus ur gwenneg bennak, "selaouit 'ta, klañv eo gwreg hoc'h amezeg ?"
Grilhet em boa brav-tre ma zamm bistek, lakaet em boa un nebeud hadennoù fenouilh, ha setu, 'oan ke tmui evit debriñ anezhañ dibreder : nann, n'eo ket an dra-se, 'oan ket mui e vit debriñ ha kemer preder hepken gant ar pezh 'oan o tebriñ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bistrak