N'eo ket degouezhet ganin gwelout nemeur a wragez diwar ar maez ken mistr, ken kempenn ha hi ; forzh pegen abred e tremenen er vourc'h dalc'hmat e veze stipet evel da Sul, ur sae vezher du en-dro dezhi, ur voulouzenn pe un dantelezhenn en he c'herc'henn, ha war he fenn, ur pikol evn gwenn, ar « jubile » hervez ma lavarer dre amañ.
jubile
Neuze, e prenas Job e foar Dreger ur pikol pezh pompinell brasoc’h eget ur grennardenn seizh vloaz, lakaat a reas ober dezhi jubile ha gwiskamant ar vro, ha ganti ez ae bemnoz da gousket.
Kerkent hag erru er gêr, ha zoken kent mont d’azezañ ouzh taol gant an toullad tud pedet da dañva o lod eus hor predig-eured, e fellas d’am gwreg stekañ ’vel ma ouie war he fenn koef dantelezhet [dantelezet] va bro, « jubile » Treger ha Goelo, am boa degaset dezhi em c’houfr a-berzh Soaz Sapeur : « Ra deurvezo va merc’h-vihan, eme an hini-gozh, dougen an deiz-se ur c’hoef, evel holl wragez va c’herentiezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
jubile