Dre se [Dre-se], ne felle ket dezhañ mont da ruzata nemet diouzh ret dirak Prieliz tuet atav da c'hodisal ; menel a rae 'ta er gêr, ha zoken d'ar sul [Sul], gant e reorig peget ouzh e dorchenn.
Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
peg-gouren