Ra vanje an holl draoù el lec’h ma’z oa dleet dezho bezañ ! o c’havout a rajen kerkent ha deut en-dro d’ar gêr, ha da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mammvro, Te, Breizh a-bezh, daoust ha ne oas ket dija em gwad, em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?... Da be vad ’ta kimiadiñ diouzhit ? den ne lavar kenavo da neb a zo chadennet start outañ da virviken.
Ra vanje an holl draoù el lec’h ma’z oa dleet dezho bezañ ! o c’havout a rajen kerkent ha deut en dro d’ar gêr, ha da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mamm-vro, Te, Breizh a-bezh, daoust he [sic, ha] ne oas ket dija em gwad , em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?... Da be vad ’ta kimiadiñ diouzhit ? den ne lavar kenavo da neb a zo chadennet start outañ da virviken.