Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rann eus an ilizoù, er reter dezho prl., m'emañ an aoter bennañ ha ma vez al lidourien e-kerzh an oferinier. Adnevezet eo bet chantele iliz-veur Kemper penn-da-benn ha degaset en e stad orin. Er Grennamzer, pa saved un iliz, e kroged peurliesañ gant ar chantele. HS. nev.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

chantele

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chantereau

chantele

1659
Daveenn : LDJM.1 pg letrin

e-barzh ar chantelev

1732
Daveenn : GReg pg (dans le) chanceau

e-barzh ar chantele

1732
Daveenn : GReg pg (dans le) chanceau

ar chantele

1732
Daveenn : GReg pg (le lieu du) chant (le choeur)

ar chantelev

1732
Daveenn : GReg pg (le lieu du) chant (le choeur)

ar chantelev

1732
Daveenn : GReg pg (le lieu du) chant (le choeur)

chantele

1732
Daveenn : GReg pg choeur (principale partie d'une Eglise, où sont les Prêtres & les Chantres)

chantele

1732
Daveenn : GReg pg chanceau (ou, chancel, espace d'une Eglise entre le maître-Autel, & la balustrade qui la ferme), choeur (principale partie d'une Eglise, où sont les Prêtres & les Chantres)

chantelev

1732
Daveenn : GReg pg chanceau (ou, chancel, espace d'une Eglise entre le maître-Autel, & la balustrade qui la ferme), choeur (principale partie d'une Eglise, où sont les Prêtres & les Chantres)

chantele

1909
Daveenn : BROU p. 387

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic, fenoz], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...

1949
Daveenn : SIZH p.62

E c'hallfe bezañ zoken e vefe bet mañsonet tro-dro d'ar chantele kozh ha na vefe bet pilet nemet a-nebeudoù, bep ma kreske egile.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele - keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial