Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tachenn ec'hon a-walc'h prl. ma labourer dindan an amzer da sevel savadurioù, pontoù, h.a., pe d'o diskar. Ur chanter sevel tiez. Ur chanter-bigi : a saver bigi ennañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

chanter

1732
Daveenn : GReg pg chantier (soutien de navire qu'on construit, ou de tonneaux de vin)

chanteroù

1732
Daveenn : GReg pg chantier (soutien de navire qu'on construit, ou de tonneaux de vin)

emañ war ar chanter

1732
Daveenn : GReg pg (il est sur le) chantier

"Société des Bois de la Monda"), ha peogwir ez ae fall war ar c'hoad d'an ampoent, ne oa ket a labour a-walc'h evit an holl war ar santieroù nevez

1985
Daveenn : DGBD p181

Mall a oa warnon koulskoude da vont da welout penaos e oa kont gant va zud a zlee bezañ lakaet war al labour d'ar 15 a viz mae, ha diwar-se e tlee c'hoazh M.C. mont da ober un droiad tuta all evit santerioù nevez a oa da vezañ digoret, rak c'hoant e oa da greskiñ c'hoazh niver ar glaskerien.

1985
Daveenn : DGBD p144

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel. N'ho peus ken soñjal. Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni d'he feurechuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 6

Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni [war an iliz-veur] d'he feurechuiñ. Ha c'hoazh e ranker menegiñ ne oa bet peurveget an tourioù nemet en XIXvet kantved. Hevelep gorregezh ne oa ket ur reolenn voutin d'an holl chanteroù da neuze.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 6

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial