1. (en douaroù)
Savenn zouar, meinet prl., a dalvez d'ar c'hirri pe d'an trenioù treuziñ al lec'hioù gleb.
Sevel ur chaoser da virout ouzh an dour. Chaoser hir ur stank.
2. (er porzhioù)
Savenn zouar pe vein a dalvez da herzel ouzh ar mor.
Enebiñ a rae ar chaoser kreñv ouzh ar mor bras. Ur chaoser mein a gloz al lenn-borzh. Freget eo bet ar chaoser.
3. Savenn zouar hir a heuilh ur stêr pe a ra tro ul lenn hag he bevenn.
Dont a raent evel-se penn-da-benn ar chaoser a-hed kildroennoù ar stêr. Dour al lenn a oa bevennet gant ur chaoser.
4. Sol.