I.
[1732, 1850, 1927, 1985] Evezh bras, poan a lakaer d'ober udb.
[1732] Kalz a aket. [1732] Kaout aket. [1732] Reiñ aket.
[1850] An aket e pep tra zo talvoudus. [1850] Ma n'hoc'h eus ket a aket, ne zeskot netra.
[1927] Lakaat e aket d'ober udb. [1985] E-touez ar re o deus va heuliet gant aket emañ ivez Mousavou.
Labourat, ober e labour gant aket. Lakaat poan hag aket d'ober udb. Kemer preder hag aket. Kaout aket a bep tra.
&
[1732] Gant aket : o vezañ bet lakaet evezh bras.
[1732] Poursu gant aket bras ur garg bennak. [1732] Poursu gant aket bras un dra bennak.
[1944] Ar barzh en doa ur vestrez anvet Maria B. hag a rae war e dro gant aked.
&
[1931] Bezañ war e aket : oc'h ober udb. gant aket.
&
[1878, 1944, 1960] Dre aket ub. : dre an aket a vez lakaet gantañ evit seveniñ tra pe dra.
[1878] Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aket an tamaller publik, heuliet ar varnedigezh-mañ a-barzh peder eur warn-ugent [...].
[1944] Ha setu me kavet ur « c'horesponter » ganin hep gouzout doare, dre aket ma c'heneil Olier.
[1960] Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er washañ stad !
HS. preder.
II.
Dre ast.
1. [1867, 1985] Preder a gemerer evit ober udb.
[1867] N'eus aket anezho, kaer a zo lavaret : / Setu gwiad-kevnid ! Ha diaes ve o lamet ?
Ma aket zo bet atav da ziwall ma bugale diouzh pep darempred fall.
2. [1867, 1927, 1931] Ingalded ub. en un obererezh bnk., e-keñver ar pezh zo dleet dezhañ ober.
Ober a ra war-dro e liorzh gant nebeut a aket.
3. Goulenn udb. gant aket: en ur bouezañ kalz war an hini a c'houlenner an dra-se outañ.
HS. striv.
Daveenn :
GON.II
pg aket (La diligence en toutes choses est utile).
« N'eus aked anezho, kaer a zo lavaret : / Setu gwiad-kevnid ! Ha diaes ve o lamet ? »
« N'euz aked anezho, kaer a zo lavaret : / Setu gwiad kinid ! ha diez ve ho lamet ? »
1867
Daveenn :
MGK
p44
Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aked an tamaller publik, heuliet ar varnedigezh-mañ a-barzh peder eur warn-ugent, war blasenn Gounid ar bobl eus ar gêr-mañ, ma vezo moullet, embannet ha lakaet dirak daoulagad an holl e pevar c’horn douar ar Republik.
Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aked an tamaller publik, heuliet ar varnedigez-man abarz peder heur varn-n-ugent, var blasenn Gounid ar bobl euz ar gear-man, ma vezo moullet, embannet ha lakeat dirak daoulagad an oll e pevar c’horn douar ar Republik.
Daveenn :
VALL
pg s'appliquer (appliqué dans l'acte d'application)
Ha setu me kavet ur « c'horesponter » ganin hep gouzout doare, dre aket ma c'heneil Olier.
Ha setu me kavet eur « c'horesponter » ganin hep gouzout doare, dre aked ma c'heneil Olier.
1944
Daveenn :
EURW.1
p54
Ar barzh en doa ur vestrez anvet Maria B. hag a rae war e dro gant aked.
Ar barz en doa eur vestrez anvet Maria B. hag a rae war e dro gant aked.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.147
Sevel a ran gwerzioù ha sonioù evit peurober ma levr « Barzhaz Taldir », a vezo embannet e ti Champion, quai Voltaire, e Pariz, dre aked Charlez ar Goffig hag Anatol ar Braz, ma faeroned.
Sevel a ran gwerziou ha soniou evit peurober ma levr « Barzaz Taldir », a vezo embannet e ti Champion, quai Voltaire, e Paris, dre aked Charlez ar Goffig hag Anatol ar Braz, ma faeroned.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.211
Ne oa ket Job evit chom pelloc’h. Dont a reas gant e vouchouer. Sec’hiñ a reas gant aked tal ar voereb klañv.
1944
Daveenn :
ATST
p.34
Me zo ivez, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouezh hag aket hoc'h Ael-Mat, / D'ho kwareziñ er wasañ stad !
Me ' zo ive, ha se 'zo gwell, / An dileuriad galvet a-bell / Dre vouez hag aked hoc'h El-Mat, / D'ho kwarezi er wasa stad !
1960
Daveenn :
PETO
p57
E-touez ar re o deus va heuliet gant aked emañ ivez Mousavou, ur paotrig eshira, unnek pe daouzek vloaz dezhañ marteze.
1985
Daveenn :
DGBD
p63
Pa deuis en-dro, pa lezis ma skolidi en aket o zud war gae ar porzh - n'ouzon ket ha ne ouezin biken pet e oant o tont en-dro ganin ! e oa boulc'het-mat an oberenn, ha kerseet ne voen ket.
Pa deuis en-dro, pa lezis ma skolidi en aked o zud war gae ar porzh - n'ouzon ket ha ne ouezin biken pet e oant o tont en-dro ganin ! e oa boulc'het mat an oberenn, ha kerseet ne voen ket.