Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Estlammadell a reer ganti a-benn argas ar yer pe loened all (kelien, b.a.) diwar e dro. Chou 'ta, loened fall ! [1954] Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar [...]. & Trl. kv. Ober udb. ken buan ha lavaret chou d'ur yar : buan-tre. 2. Pemdez, trl. skeud. (db. an dud) Ober chou d'ar merc'hed : redek ar merc'hed.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar, hogos bemdeiz [sic, bemdez] e ranke tec'hel kuit eus ar gêr da chaseal, da besketa, da glask ober un tamm frotañ d'ur goantenn bennak, pe da beurechuiñ ur pifad e ti ur mignon.

1954
Daveenn : VAZA p.18

chou 'ta

1954
Daveenn : VAZA p.191 geriou tregeriat rik (chou 'ta : a vez kriet war ar yer d'ober dezho mont kuit).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial