Hogen, pebezh dudi pa groge tud an eured da vont e-maez an iliz war[-]lerc'h ar sonerien - Erwanig ar Bastard, gant e akordeoñs, pe Ambroaz Arzul, eus Landreger, brudet tro-war-dro dre ma rae d'e violoñs distagañ fraez-mat [sic, fraezh-mat] : "Erru out 'ta Yannig ?" [...].
Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.
Ouzh an akordeoñs e sone an den, kanañ a rae ar plac'h. N'he doa ket ezhomm Kathrine da lenn ar pezh a oa skrivet war an tamm kartoñs a oa dirazo war al leur, e-kichen un asiedig, evit gouzout e oant o tont eus Rusia.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
akordeoñser