I. V.k.e.
1. Flourañ.
Ar baotred o chourañ ar merc'hed. Ma dorn, em hunvre, a choure un tor tener ha kuñv a santen o tridal.
&
Dre skeud.
An aezhenn a choure dit da fri gant c'hwezh yac'h an dour sall hag al lec'hid.
2. Moumounañ (ur bugel).
II. V.g.
1. Ober al lez.
Chourañ ha dimeziñ zo daou dra disheñvel bras an eil diouzh egile.
2. Dre ast.
Kaout darempredoù rev.
Mont da chourañ pe sellet ouzh ar c'heleier en tele, ingal 'oa .
&
Trl.
Chourañ gant (ub.) : kaout darempredoù rev gantañ.
Del, gastig, eme ar c'hi, o klask chourañ gant Yarig.