I.
1. Beg kaoutchoug peuzheñvel ouzh ur beg bronn a lakaer ouzh penn ur vured abalamour d'ar vabiged da evañ laezh.
Drailhet en doa e chutell gant e zent.
2. Pezh kaoutchoug a roer da sunañ d'ar vabiged a-benn o sioulaat.
Reiñ he chutell d'ar baotrezig. Ar bidoc'hig a oa gant e chutell ouzh e jodig kuilh.
HS. chut.
3. Traezenn a roer da sunañ d'ar vugale da greñvaat o c'hig-dent.
Il. Dre skeud.
Chutell c'hlizh : dant-Genver.