Den a c'hwezh (aer).
&
C'hwezher gwer : den zo e vicher oberiañ, listri gwer dre c'hwezhañ aer enno.
2. Trl. skeud.
C'hwezher kasoni : den a laka kasoni da sevel etre tud all.
3. SONEREZH
Unan eus korzennoù ar binioù, a dalvez da c'hwezhañ aer er sac'h.
DHS. levriad, korn-boud.
4. LOENON.
C'hwezher, delfin c'hwezher : morvil dantek bihan, eus ar c'herentiad Delphinidae, a gaver stank a-walc'h dre ar bed, e anv spesad Tursiops truncatus.