Ha ne oa ket se ur souezh, rak pet ha pet gwech n’am eus ket klevet martoloded eus Plouha, Gwitalmeze, Pempoull, Gwaien pe Alre o kontañ traoù evel-henn : « Bout a zo bet adarre sach-krev etre c’hwiltouzed saoz ha ni, ha p’edomp war-nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d’hor sikour da vreviñ o c’horf dezho (1)».
Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »
Er mare ma komzan dioutañ e oa burev Koñsul Bro-C’hall, koulz ha chapel Sant-Loeiz-ar-C’hallaoued damdost d’al leurgêr Loubianka, deut da c’hounit ur vrud ken doanius adal ma lakeas Lenin hag e c’hwiltouzed o fav kriz war baol ar stur en o bro gaezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hwinoenn