1. V.g.
Skeiñ kreñv, evel gant ur c'hwist.
Strolladoù merc'hed a c'hwistas taeroc'h eget o mibien. Deuet eo an avelioù da c'hwistañ war an ti-se.
[1954] Gopraet e veze ivez war bep lestr un tabouliner, hag ur martolod all barrek da zeskiñ buan-ha-buan c’hwistañ war an daboulin vras.
Dre skeud.
Ober droug bras.
Er mare-se e c'hwiste ken e rae ur c'hleñved brein, ar vosenn.
II. V.k.e.
Dre skeud.
1. C'hwistañ hent : bale pell.
C'hwistet en doa un tamm brav a hent en deiz-se.
2. C'hwistañ an aod : labourat start o kregina, o vezhina.
Ne'm boa ket c'hoant da welet ma merc'h o c'hwistañ an aod evel em eus graet.
3. C'hwistañ arc'hant : dispign arc'hant hep teuler pled.
&
Ent krenn
C'hwistañ ha koll e amzer gant plijadurioù divalav.