V.k.e.
1. Fetis
[1659, 1732, 1931] Dont da vezañ perc'henn war ur mad, ur gwir dre brenañ, eskemm pe dre hêrezh.
[1732] akuizitañ ur pezh douar.
Akuizitañ ur mad, madoù.
HS. perc'hennañ, piaouañ.
ES. gwerzhañ, koll, leuskel, lezel, reiñ.
2. Difetis
[1622, 1659, 1677, 1732] Dont da gaout, da c'hounit udb. dre forzh labourat, poaniañ alies.
[1622] [Me gred] penaos dre e varv en deveus delivret ac'hanomp eus ar poanioù infernal hag akuizitet deomp ar vuhez eternel. [1622] Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon. [1677] Pe dre moaienoù e akuizitomp-ni gras Doue ?
[1732] Akuizitañ nerzh.
Akuizitañ klod. Akuizitet hoc'h eus ho skiantoù bemdez en ho klasoù.
M. Na petra ouzhpenn ? D. [Me gred] Penaos dre e varv en deveus delivret ac'hanomp eus ar poanioù infernal hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.
M. Na petra ouz pen ? D. [Me cret] Penos dre é maru hac é passion en deues deliuret ahanomp ves an poaniaou infernal hac acquisitet deomp an buhez aeternel.
1622
Daveenn :
Do.
p14
M. Petra a ententit-hu dre esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon.
M. Petra à ententit hu dre esperancc? D. An buhez æternell, peheny entre an moienou all à aquisi/tomp dre Oreson.
1622
Daveenn :
Do.
p16
akuizitañ
acquisita
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg acquerir
M. Petra a c'hortozit-hu dre'n Esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moaienoù all a akuizitomp dre an orezon.
M. Petra c'hortoet-hu dr'an Esperanç? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moyennou all à acquisitomp dre an Oræson.
1677
Daveenn :
Do.
p17
M. Pe dre moaienoù e akuizitomp-ni gras Doue ? D. Dre an uzaj mat ha resepsion din eus a sakramañchoù an Iliz.
M. Pe dre moyennou é acquisitomp-ny graç Doué? D. Dre an usaig mat ha reception din eus à sacramanchou an Ilis.
1677
Daveenn :
Do.
p39
M. Na petra ouzhpenn [a gredit-hu]? D. [Me gred] Penaos dre e Varv ha Passion en deus hon delivret eus ar poanioù infernal, hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.
M. Na petra ouspen [à gredit-hu]? D. [Me gred] Penaus dre e Varo ha Passion endeus hon delivret eus ar poaniou infernal, ac acquisitet deomp ar vuhez eternel.
1677
Daveenn :
Do.
p15
akuizitañ nerzh
acquysita nerz
1732
Daveenn :
GReg
pg (s') enraciner (s'invereter, jetter de profondes racines, se fortifier : parlant des passions, des vices)
Ar madoù drouk ackuizitet ned eont ket bede an drede lignez.
Ar madou droucq-acquysitet ne deont qet bede an drede lignez.
1732
Daveenn :
GReg
pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)
akuizitañ ur pezh douar
acquysita ur pez-doüar
1732
Daveenn :
GReg
pg acquérir
akuizitañ
acquysita
1732
Daveenn :
GReg
pg acquérir
akuizitet
acquysitet
1732
Daveenn :
GReg
pg acquérir
Ar madoù gwall akizitet na dremenont ket e daouarn an douarened.
Ar madou goall-acquysitet na drémenont qet ê daouarn an douarened.
1732
Daveenn :
GReg
pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)
Ar madoù drouk akuizitet ned eont ket bede an drede gouenn.
Ar madou droucq-acquysitet ne deont qet bede an drede gouënn.
1732
Daveenn :
GReg
pg generation (Les biens mal acquis ne passent pas à la troisiéme génération.)