Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. (db. al loened gouez) Doñvaat. Damesaat loened gouez. Damesaat un heizez. DHS. doujañ. II. A. (db. an dud) 1. Lakaat da blegañ. An dud-se ne voent na trec'het na damesaet. Tremenet en doa pevar bloaz en toull-bac'h hep bezañ damesaet. DHS. doujañ. 2. Lakaat (ub. taer) da sioulaat. O friedoù zo feuls ha taer, ret gouzout an tu d'a damesaat. DHS. dousaat, habaskaat. B. Dre skeud. (db. an traoù) Mestroniañ. Klask damesaat nerzhoù an natur. HS. doñvaat.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Un darn anezho, damesaet, a vev er peurvanoù hag a ro d’ar Vroad Illur o laezh, o gloan, o lêr, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedoù hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h.

1923
Daveenn : SKET p.55

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Eno eo e sav e grugell-vez, an dour sall o kaeañ tri zu anezhi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnañ, luskellet noz-deiz gant mouezh voud ar mor en deus-hen, ar c’hentañ eus e ouenn, treizhet ha damesaet.

1923
Daveenn : SKET p.130

En em zamesaat a raint-i, o tont da vistri d’o c’horf, d’o c’halon, d’o spered, en hevelep doare ma vezint mistri d’o c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.138

damesaat

1931
Daveenn : VALL pg apprivoiser

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial