Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (er c'hoarioù) 1. (er c'hoari gartoù) Kartenn zo skeudenn ur rouanez warni. Un damez karo, keur, pikez, treflez. [1954] Pallas, gout’ ouzout awalc’h, eo an damez bikez ! 2. C'hoari damez : c'hoari a c'hoarier war un damer, gant daou c'hoarier o kevezañ, pep a ugent pezh ganto. & Ent strizh Er c'hoari-se, pezh lakaet war-c'horre unan all hag a c'haller kas a-viziez war un damer a-bezh. II. Dre skeud. (ls. -ed ; db. ar merc'hed) Droch, lu, a ra kamambre. Honnezh zo un damez !

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Feiz, ’me eben, moarvat unan eus e gamaradezed eus Paris [sic, Pariz]. – Genou bras ! eme segredour an Ti-kêr o tremen dre eno, honnezh eo Pallas ! – Pailhaz ? eme ar gemenerez, ha peseurt pailhas ? – Ma ! eme plac’h hec’h amann, brasoc’h eo c’hoazh da c’henou eget n’am bije kredet : Pallas, gout’ ouzout awalc’h, eo an damez bikez ! »

1954
Daveenn : VAZA p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial