Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dezrevell dre gomz pe dre skrid eus un darvoud evel ma'z eo c'hoarvezet. Reiñ a reas dimp un danevell sklaer eus an istor. & Poell an danevell : dibun poellek darvoudoù an istor emeur o kontañ, o lenn. Koll poell an danevell. 2. Lennegezh Oberenn skrivet berr, faltazius, doare romant berr. Danevelloù Jakez Rioù. DHS. kontadenn. 3. (er skolioù) Poelladenn zo anezhi displegañ dre skrid e vennozhioù diwar-benn an danvez-mañ-danvez. Sevel un danevell. HS. skrid.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

danevell

1850
Daveenn : GON.II pg danével ou dianével (Récit. Relation. Narration. Description. Conte).

Spontus eo an danevell en deus graet deomp.

1850
Daveenn : GON.II pg danével ou dianével (Le récit qu'il nous a fait est effrayant).

danevelloù

1850
Daveenn : GON.II pg danével ou dianével (Récit. Relation. Narration. Description. Conte. Pl.)

dianevelloù

1850
Daveenn : GON.II pg danével ou dianével (Récit. Relation. Narration. Description. Conte. Pl.)

danevell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg didanével

danevell

1850
Daveenn : GON.II pg danével ou dianével (Récit. Relation. Narration. Description. Conte).

Na souezhet e vizec'h bet gant danevell an daou vourc'hiz, "Unan a oa desket ha paour, an eil azen ha dezhañ aour".

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Daveenn : SKET p.21

Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezhi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirak ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez [...].

1923
Daveenn : SKET p.71

Meneget eo ar burzhudoù en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned. [sic] Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien dezho, diwar-benn emlazh ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.75

Diouzh an danevell-se, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout ur ger hepken pe ober ur wignadenn evit ma teuje o binvioù pe o c’hlavioù-brezel en o daouarn.

1923
Daveenn : SKET p.76

"kelenn" : "danevell-gelenn"

1923
Daveenn : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Récit didactique".

"danevell" gg.

1923
Daveenn : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Récit, relation, histoire".

Danevell

1923
Daveenn : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "l’Histoire".

danevell-veur, danevell hollek

1923
Daveenn : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "histoire générale".

danevelloù bloaziek

1923
Daveenn : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Annales".

Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud.

1923
Daveenn : SKET p.140

[H]ervez danevelloù bloaziek Iwerzhon, war-dro 1015 kent H. S. eo e tiazezas ar C’houezeled en Iwerzhon, hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h hepken e tigouezhas Predeniz (pe « Pikted »).

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Daveenn : SKET p.5-6

An danevelloù-mañ diwar-benn ganedigezh hag oad kentañ pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus broad al Lingoned.

1923
Daveenn : SKET p.9

O sevel a reas, evel m’hel lavar e-unan, diouzh skouer Danevelloù Herodotos, mab Luxès, hag ec’h anvas anezho er yezh keltiek Skelta Segobrani.

1923
Daveenn : SKET p.9

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Daveenn : SKET p.31-32

Un amzer a beoc’h don, a verzh dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan emañ holl hen-zanevelloù ar pobloù evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o vevañ e frankizennoù heoliek koadoù ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.66

Segons eo a vez anvet Vissurix en danevell ma ran kel anezhi.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

danevelloù-buhez

1931
Daveenn : VALL pg biographie

danevell vuhez an-unan

1931
Daveenn : VALL pg autobiographie

danevell

1931
Daveenn : VALL pg biographie

danevell vloaziek

1931
Daveenn : VALL pg annales

Kregiñ a reas da glask en hec'h eñvor an danevelloù kozh he doa klevet, ha d'o c'hontañ din evit ma brasañ levenez.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Danevell beaj ugent Breizhad da Vro-Gembre e 1899, a zo bet kontet dre ar munud e kazetennoù ar mare-se.

1944
Daveenn : EURW.1 p.107

Goude va redadennoù dre ar c'hoad ha war an aod, he deus ranket ivez va fluenn redek war ar paper evit ober un danevell eus ar pezh am boa gwelet em zroiadennoù.

1985
Daveenn : DGBD p121

Oberennoù fonnus ha liesseurt a zo bet savet gantañ: barzhonegoù, danevelloù, romantoù, danevelloù-beaj hag eñvorennoù, enno emsoñjoù dudius

2012
Daveenn : ADULT p. 231

Ne ouzomp ket c'hoazh, gortoz a reomp danevell ar mezeg lezennel.

2015
Daveenn : EHPEA p42

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial