dantelez
An diaoul kentañ. — « Ha c’hwi a zoug brozh voulouzet. » An eil diaoul. — « Ha dantelez war ho prozh a zindan ["a-zindan"]. »
« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »
E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.
Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh ! e gwirionez, ul lestr aozet gant dantelezh hepken evit merc’hed va bro, hini ar vartoloded, ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe ‘vel divaskell evned bras an donvor.