a laouret
alaouret
paper alaouret
levr alaouret
alaouret
En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.
An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.
Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Dirak an daez e korolle ur bagad paotred yaouank ha bugale – ar « bataillon sacré » eme o rener, ul leanez – gant peb [pep] a sae wenn e-dro dezho, darn gant ul letern alaouret, darn all gant ul lestr-ezañs, met an darn vuiañ gant ur banerig leun-kouch a vleunioù en o c’herc’henn.
Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet.
An deiz-se, ne oan ket c’hoazh erru[-]mat en ostaleri ma lojemp enni, degaset e voe din a-berzh Porfirio Diaz ur montr arc’hant alaouret ha kizellet eus ar c’haerañ gant e anv hag e adarmez engravet e diabarzh ar glozenn.
Met allas, n’o deveze ket bet c’hoazh ar paour kaezh laboused amzer da vorediñ, ma weled dija ur vorenn alaouret o skleuriñ war[-]du ar Reter evel da c’houlou-deiz, hag en ur serr-lagad e tarzhe adarre an heol na vez, ret eo krediñ, morse skuizh e broioù ’zo, hag an holl evned da darnijal ha da ganañ gwell pe well, daoust ma ne oa padet an noz nemet ul lajadig.
Badaouet, boemet e rankan bezañ : un enezenn a welan du-hont, he skeud gwez fraezh-tre da welout war an dremmwel alaouret.
Pa grogan da gontañ an istor-mañ emaomp e miz Gwengolo alaouret e mervent Ontario.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
alaouriñ