I.
A. Stn.
1. RELIJ.
Zo kondaonet da c'houzañv poanioù an ifern goude e varv.
Ar re zaonet, an dud daonet.
HS. milliget.
2. Dre zismeg
Termen a reer gantañ da verkañ e zisplijadur, e heg ouzh ub. pe udb.
Hag atav ar c'hazh daonet-se a droe en-dro da 'm divesker. An evaj daonet em boa evet. Er c'hozh ti daonet-mañ. Sell ar penn luch daonet-se !
[1878] [...] rak an disterañ diskred a lakaio ar veleien daonet-se da dec’het kuit.
3. Kunuj.
Anduilhenn daonet !
B. Doar.
Trl.
1. (dirak un islav. degaset gant ar stl. isur. ma)
Me a vo daonet, daonet on, 'vin : troienn a dalvez da reiñ ton d'ul le, d'ur gadarnadenn.
Me a vo daonet ma n'eo ket gwir !
2. Pe e vi daonet ? : touiñ a rez ez eo gwir (ar pezh a lavarez) ?
II.
Adv. pouez.
Kenañ.
Tanav-daonet e oa e fri.Hir-daonet e kave an amzer. Un den vil-daonet. Genaouek-daonet eo. Kalet-daonet int. Ar sistr-mañ bepred zo fall-daonet.
III.
A. Estl.
1. Estlammadell a dalvez da verkañ ez eur souezhet, mantret.
A ! daonet! Ar c'higer, Job Saout ! “Daonet !” emezañ d'egile, “ma gavr zo chomet dre an hent”.
2. Estlammadell a zistager e deroù ul lavarenn p'emeur o vont da zisklêriañ e soñj, pe en ur respont evit pouezañ warnañ.
“ Daonet !” a lavar-hi. « 'm eus ket, daonet ! » « N'eo ket, daonet ! » « Daonet, ya ! »
[1924] Daonet ’vin ! eme ar bleiz. Ur maout em zi… em zi !…
HS. feiz.
B. Tr. estl.
1. DAONET 'VIÑ ! ; DAONET NE VIÑ KET ! : troiennoù a raer ganto da verkañ ez eur souezhet, mantret.
“Daonet 'vin !” eme ar bleiz, “ur maout em zi ... em zi !” “Daonet ne vin ket ! amañ zoken e c'hoarvez dezhi bezañ hegazet” “Ma ! daonet 'vin !”
&
(impl. e korf ul lavarenn)
Troiennoù a reer ganto da reiñ ton d'ur gadarnadenn.
Ha, daonet ne vin ket, dimezin a ri. Me, daonet 'vin, a oa fuloret ma hini gozh.
2. Daonet 'vije tout ! : troienn a reer ganti da bouezañ war ar c'haz a vez ouzh ub. all.
Pezh a lakae egile, daonet 'vije tout, da fulorin ha da glask afer ouzhin.
3. Termen a y a d'ober elfenn gentañ estlammadennoù a lezer diwar un taol-imor.
Daonet 'vo ken ! Daonet 'vo ma ene ! Daonet 'vo ma ereoù ! Daonet e vo mil ma ereoù ! Daonet 'vo chipot-holen ma mamm-gozh ! Daonet 'vo chipot-holen ma c'hazh ! Daonet 'vo kroc'hen ma ene ! Daonet 'vo kroc'hen ma c'hazh ! Daonet 'vo kroc'hen kurunoù ma ene !
IV. Impl. da ak.
1. Kunuj.
Laer ! ever ! boued ar groug ! daonet ! milliget ! mab an diaoul !
2. Ger kreñvaat un droienn goulennata.
Den ne ouie da belec'h an daonet e oa aet hennezh. Penaos an daonet e oa deuet a-benn ? Petra an daonet a c'hoari gant ma fenn a-dreñv ?
HS. diaoul, foeltr, gagn, gast, kurun.
Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered e tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù
Dezraou vn libel an guellhaff Dan popl lyc do em applicaff, Ha preparaff quent muy cafaou Penaux pan renther an speret Ez dle bout hep bech à pechet : Pe bout daffnet dre é fetou.
1575
Daveenn :
M.
p34
a zimilit bezañ daonet
a zimilit beza daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg damnable
daonet
daunet
1732
Daveenn :
GReg
damner
daonet
daoñnet
1732
Daveenn :
GReg
damner
em zaonet
hem zaunet
1732
Daveenn :
GReg
pg (se) damner
en em zaonet
èn hem zaunet
1732
Daveenn :
GReg
pg (se) damner
un den daonet
un dèn daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg damné (ée)
tud daonet
tud daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg damné (ée)
ar re daonet
ar re daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg (les) damnez
ar re zaonet
ar re zaounet
1732
Daveenn :
GReg
pg (les) damnez
bezañ daonet
beza daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg (être) damné
an eneoù daonet
an enëou daunet
1732
Daveenn :
GReg
pg ame
— Deomp dre amañ, dre an tu dehou, eme ar c’here, a-dreuz dre ar c’hoad, evit miret na vezimp gwelet, rak an disterañ diskred a lakaio ar veleien daonet-se da dec’het kuit.
— D’eomp dre aman, dre an tu deou, eme ar c’here, a-dreuz dre ar c’hoat, evit miret na vezimp guelet, rak an disterra diskred a lakaio ar veleien daonet-se da dec’het kuit.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.154
Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /
Nemet da antronoz-vintin, / E tro an treo war an tu-gin : / Chetu Flutek krenn difunet, / O iudal ‘vel eun den daonet : / “Janed, Janedik, ma fried, / Ma zikouret, mar em c’haret !" /
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Ur c’hozh marmouz fall evel hennezh, stignañ lasoù en koad an aotrou !… Bilzig !… Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunoù va ene !… Evel-se e toue-Doue Gargam.
Eur c’hoz marmouz fall evel hennez, stigna lasou en koad an ôtrou !… Bilzig !… Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunou va ene !… Evel-se e toue-doue Gargam.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.978 (Even 1924)
Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !
Houp ! eul lamm hag hen war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baon ! baon ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil men d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ru hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro d’ean. Buan, buanoc’h c’hoaz !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !
— Daonet ’vin ! eme ar bleiz. Ur maout em zi… em zi !…
— Daonet ’vin ! eme ar blei. Eur maout em zi… em zi !…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.951 (Mae 1924)
— Daonet ’vo ma ene, eme ar brigadier, hennezh, ma vez tapet !… — Petra a r[e]fet dezhañ ? a eilgerias Jarlig kozh.
— Daonet ’vo ma ene, eme ar brigadier, hennez, ma ve tapet !… — Petra a rafet d’ean ? a eilgerias Jarlig koz.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.163
Setu ma eo ret dezhañ [d'ar barner], e-kreiz ar goañv, fall an amzer anezhi, mont da Lokireg. Ho ! ho ! Hag evit ober petra ?… Abalamour da betra ?… Abalamour da verc’h ur c’hozh brigadier daonet, pehini a roe dezhañ e-unan muioc’h a labour eget an holl dud all eus e varn.
Setu ma eo red d’ean, e-kreiz ar goanv, fall an amzer anei, mont da Lokirek. Ho ! ho ! Hag evit ober petra ?… Abalamour da betra ?… Abalamour da verc’h eur c’hoz brigadier daonet, pehini a roe d’ean e-unan muioc’h a labour eget an holl dud all eus e varn.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.163
« A ! bah ! ["ba !"] lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »
1944
Daveenn :
ATST
p.129
Erru out-te, touer daonet, / Par da Garrier, bleiz an Naoned !
1960
Daveenn :
PETO
p72
Klask a ran pelec'h renkañ emlazh ar peder retredadez met ne glot ket tamm ebet gant ar rummad "anaon ar re varv dre emlazh zo daonet".