Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Skoazell roet d'ar vicherourien gant un darbarer. Darbar a roas din war-dro ar boued. 2. Dre eilp. Diaester, trevell a gav un den en e labour pe en e garg. Darbar en do bet gant hennezh e-doug ar bloaz. Lesneveniz o doe darbar a-leizh gant o iliz edont o klask sevel a-nevez. & Trl. Reiñ darbar da ub. : e lakaat diaes. Ne oa ket evit e deod ; pet ha pet gwech n'en doa ket roet darbar dimp a-drugarez d'an tech-se. Me a roy darbar da hennezh, n'eus forzh pegen kreñv eo. II. G. Pezh a reer evit prientiñ udb. Stag e oant da vat gant darbaroù o arnodenn miz Meurzh.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

« Ma rankfent he [douar] c'hounit, e ve dezho darbar ! »

1867
Daveenn : MGK p94

"darbar" g.

1923
Daveenn : SKET p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Préparatif".

Ar re-mañ, o welout an darbaroù a raed en aod, a zifreas morañ o listri ha sevel e-barzh.

1923
Daveenn : SKET p.117

reiñ darbar da

1931
Daveenn : VALL pg (tailler de la) besogne

darbar

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXI

Tachenn ar c’hoarioù breton a oa e-kreiz ar Park-Darbar, just dirak savenn-bleñch an Uhel-Strollad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Em c'harg eo risklus an darbar / Ha kastizet 'vefen buan / ma ne sevenfen diarvar / Ma dleadoù gwitibunan.

1960
Daveenn : PETO p13

A-greiz-holl e krog ar broud-kalon ennon rak soñjal a ran em eus me, da nebeutañ, un afer da gas war-raok, goude ma welan mat em bo darbar ganti, en aner marteze, met a vez atav war ma spered hag a bella diouzhin kudenn Katerina.

2015
Daveenn : EHPEA p104

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial