Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. bronneged zo) Chaokat a-nevez ar boued bet lonket ur wezh kentañ a-raok e lonkañ da vat. Levrioù ar saout a ya endro pa zaskiriont. Ehanet eo ar vuoc'h a zaskiriat, klañv eo. B. (db. an dud) 1. Trl. skeud. Na beuriñ ha na zaskiriat : n'ober netra. Ne beure ket ha ne zaskirie ket. 2. Dre heveleb. Debriñ war e bouez. Hennezh a zebr buan, ne chom ket da zaskiriat. II. V.k.e. A. Rouez (db. al loened) Chaokat a-nevez ar boued bet lonket ur wezh kentañ a-raok e lonkañ da vat. Teir buoc'h gourvezet o taskiriat geot. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Adlavaret komzoù bet klevet evit delc'her soñj anezho. Hag eñ en e hent en ur zaskiriat ar gerioù a oa bet lavaret dezhañ gant e vamm. 2. Eñvoriñ war e bouez ar pezh zo bet c'hoarvezet en a-raok. Daskiriat en e benn holl an abadenn. DHS. rodellat, treiñ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "daskir" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['daskirj].

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

daskiliat

1499
Daveenn : LVBCA p51 (rongier)

daskiliat

1499
Daveenn : LVBCA p51 ('ruminer, ronger')

daskiliat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dasquiliat

daskiriat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ruminer

daskiliañ

1850
Daveenn : GON.II pg daskiria (Ruminer, remâcher ce qu'on a mâché, comme font les vaches, les brebis, etc. Quelques-uns prononcent "daskilia").

daskiriañ

1850
Daveenn : GON.II pg daskiria (Ruminer, remâcher ce qu'on a mâché, comme font les vaches, les brebis, etc.), daskriña, takénein

daskiriet

1850
Daveenn : GON.II pg daskiria (Ruminer, remâcher ce qu'on a mâché, comme font les vaches, les brebis, etc. Part.)

daskiliat

1909
Daveenn : BROU p. 221 (ruminer)

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e vez distaget "daskilia" gant lod.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial