Ne zegase gwenneg ebet d’ar [S]adorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet.
Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.
N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.
N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.
Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.
Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?
Soñjal a ran n'eo ket dav respont dezhi ha kregiñ a ran da ziskenn gant ar skalieroù gant Koula.
Ha me, merc'h henañ an tiegezh e oa dav din soursial ouzh ma breurezed.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
davantaj