1. Jedon.
Pep hini eus an elfennoù a ro tu da zidermenañ lec'hiadur ur poent war ur blaenenn pe en egor.
Pep poent eus ur grommenn blaen a vez anavezet dre un daouad daveennoù. Jediñ a c'haller daveennoù ar poent P. Ur reizhiad daveennoù.
2. Elfenn a ro tu da adkavout, da resisaat udb.
Daveennoù ar gont vankel.
3. (en e furm lies)
Stlennoù a ro tu da dizhout ub., da vont e darempred gantañ.
Roit din ho taveennoù.