Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Lonket. Ul lein debret. II. Dre skeud. 1. (db. an arc'hant) Dispignet. E pelec'h emañ an arc'hant ? debret moarvat ! 2. (db. an traoù) Uzet gant an amzer. Treuzoù kozh debret an dorioù. 3. (db. an dud) Ur spered debret (a zen, a vaouez) : un den a vez nec'het ingal.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

hanter zebret

1499
Daveenn : LVBCA p51, 95 (demy mengie)

debret

1499
Daveenn : LVBCA p51 (mangie)

dibret hag evet bede ar gornailhenn

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes, pp.)

dibret hag evet bede ar c'hourlañchenn

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes, pp.)

Debret eo an dud gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg gourmander (Il gourmande les uns & les autres.)

debret gant ar chankr

1732
Daveenn : GReg pg (mangé, rongé du) chancre

debret gant ar goutoù

1732
Daveenn : GReg pg gouteux (Archi-gouteux.)

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?

1867
Daveenn : MGK p18

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Debret ar pred, lipet al loaioù, hor bizied hag hor mourennoù, dastumet hor c'hontilli en hor godelloù ha graet bep a reuziad breugeudiñ, m'en em daolas [evit daolis] war va gwele.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Pa oa bouetet ha douret ar c'hezeg, debret lein, e oad aet da glask ar golaj, tre er penn all da gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »

1944
Daveenn : ATST p.75

Azezañ a reas ar breur Arturo war un tog-kolonenn, debret e gizelladurioù gant an amzer.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial