Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Santadur lec'hiet war ar c'hroc'hen a vroud ub., ul loen bnk., d'en em skrabañ. Debron ez eus, Lan ? Tapet ec'h eus debron. An debron eo ar gwashañ. & [1955] Ober debron d'ub. : reiñ ar santadur-mañ d'ub. [1955] Ac’hanta, an dailhenn arc’hant-se, ar « Belbiach-se », mar karit, a oa ivez ur gudenn a bouez bras evit « priñs » Soaz Sapeur, pe gentoc’h ur gouli ne gaven en-dro din, kaer am beze klask, louzaouenn ebet e-tailh d’e bareañ, ha debron a rae din evel pa vije bet n’ouzon ket pet tarlaskenn o taskrignat va c’hroc’hen. & Trl. Debron-krug : debron lemm. 2. Dre skeud. (e troiennoù) Kaout debron jave, kaout debron en e fri : kaout naon. & Kaout debron en e deod : kaout c'hoant bras da gomz. 3. Dre skeud. (dirak un av.) C'hoant bras. An debron skrivañ zo savet ennañ. Dihuniñ an debron gouzout.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

debron

1499
Daveenn : LVBCA p51 (demangeure)

debron

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demangeaison

kaout debron

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demanger (fort)

debron

1732
Daveenn : GReg pg demangeaison

debron da c'houzout ar c'hehezloù

1732
Daveenn : GReg pg curiosité

debron

1732
Daveenn : GReg pg demangeaison

kaout debron

1732
Daveenn : GReg pg demanger (avoir demangeaison)

debron

1850
Daveenn : GON.II pg debron (Démangeaison, espèce de picotement entre cuir et chair qui excite à se gratter).

En em gravit mar hoc'h eus debron.

1850
Daveenn : GON.II pg debron (Grattez-vous, si vous avez démangeaison).

Ne voen ket pell evit bezañ dihunet ganto ; ha soñj mat am beus eus o flemmoù hag eus an debron am boa dre va c’horf ; poazhet oa va c’hroc’hen ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.145

debron jave(z)

1931
Daveenn : VALL pg appétit (fam.)

Ac’hanta, an dailhenn arc’hant-se, ar « Belbiach-se », mar karit, a oa ivez ur gudenn a bouez bras evit « priñs » Soaz Sapeur, pe gentoc’h ur gouli ne gaven en-dro din, kaer am beze klask, louzaouenn ebet e-tailh d’e bareañ, ha debron a rae din evel pa vije bet n’ouzon ket pet tarlaskenn o taskrignat va c’hroc’hen.

1955
Daveenn : VBRU p.13

Un debron hegazus a oa peget ouzh eben a roe c'hoant dezhi lemel ar bandennoù evit skrabañ anezhi.

2013
Daveenn : MEKAN p.41

Diouzh un tu all, koulskoude, emaon gant an debron gouzout.

2015
Daveenn : EHPEA p103

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg