1. Reizhiad a dalvez da rannañ an amzer etre bloavezhioù, kevrennoù enno, a niverenner.
Un deiziadur diazezet war al loariadoù.
2. Taolennadur ar reizhad-se a zegouezh gant ur bloavezh resis pe veur a hini, deiziadoù ar gouelioù, ar sent, h.a., warnañ.
Deiziadur keltiek Coligny a oa aozet evit ur prantad pemp bloaz. Un deiziadur m'emañ skrivet deiziadoù ar sent vreizhat.
Er c’hentañ kantved goude H.S., enskrivadurioù a-berzh renerezh-bro, koulz lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yezh ar renkadoù uhelañ hag e kerzhe c’hoazh keit-ha-keit gant al latin.
Er c’henta kantved goude H.S., enskrivaduriou a-berz renerez-bro, kouls lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yez ar renkadou uhela hag e kerze c’hoaz keit-ha-keit gand al latin.
1923
Daveenn :
SKET
p.10
"deiziadur" g.
1923
Daveenn :
SKET
p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Calendrier".