1. Pezh prenn hir a-skouer gant ur wern, a ro tu da zelc'her ha da dreiñ ur ouel.
Martoloded o krapañ gant ar skeulioù-kerdin hag o tifretañ war an delezioù. An avel zo kouezhet krenn, al lien a chom a-ispilh ouzh an delezioù. Gwigour an delezioù dindan lien.
[1954] Bro ar Vikinged gwechall a zo bepred hini ar voraerien taer, ha dre se, bez’ oa eoriet er porzh pe el lenn un engroez listri[-]kenwerzh a bep seurt ment, ken stank ar gwernioù anezho m’am bije kredet bezañ dirak ur c’hoad kollet gantañ e zelioù, panevet d’an drapelloù o fraoñval hag o tivilhal war bep stae ha delez.
&
Delez vras : delez ar wern vras.
&
Delez vizan : delez ar wern vizan.
2. Pep hini eus an tammoù prenn a-skouer gant ar pezhioù hir a ya d'ober ar framm eus bannoù ar milinoù-avel.
Delezioù eskell ar vilin a seblante bout pikol rastelloù koad.
Daveenn :
GON.II
pg délez (Vergue ou antenne, pièce de bois longue et ronde, qui est attachée au mât d'un vaisseau pour soutenir la voile).
delezioù
délésiou
1850
Daveenn :
GON.II
pg délez (Vergue ou antenne, pièce de bois longue et ronde, qui est attachée au mât d'un vaisseau pour soutenir la voile. Pl.)
Torret eo an delez vras.
Torred eo ann délez vrâz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg délez (La grande vergue est cassée).
dele[z]
délé
1909
Daveenn :
BROU
p. 222 (vergue)
Ar vag vihan a zo friket war ar pont ; an delezioù, ar roñvioù a ruilh, a ziruilh, a-dreuz hag a-hed.
Ar vag vihan a zo friket war ar pont ; an deleiou, ar ronviou a ruilh, a ziruilh, a-dreuz hag a-hed.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.172
delez
1931
Daveenn :
VALL
pg antenne (de navire)
dor an delezioù
dor an deleziou
1931
Daveenn :
VALL
pg (la porte de l')appartement
Bro ar Vikinged gwechall a zo bepred hini ar voraerien taer, ha dre se, bez’ oa eoriet er porzh pe el lenn un engroez listri[-]kenwerzh a bep seurt ment, ken stank ar gwernioù anezho m’am bije kredet bezañ dirak ur c’hoad kollet gantañ e zelioù, panevet d’an drapelloù o fraoñval hag o tivilhal war bep stae ha delez.
1954
Daveenn :
VAZA
p.166
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II e vez graet gant "délé" er-maez eus Bro-Leon.