Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Oberenn gizellerezh distag a c'haller arvestiñ outi a bep tu. Delwenn Santez Anna ar Porzhig.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

"delwenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Statue ".

delwenn emfiñv

1931
Daveenn : VALL pg automate

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

En-dro d'an nor e oa koadaj kizellet, delwennoù ha rikamanoù kalveziet.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.

1954
Daveenn : VAZA p.55

Torret eo bet an diviz gante sur a-walc'h p'o deus ma c'hlevet o tont tre ha heñvel int diouzh div zelwenn: Katerina, enkrezet he dremm, hag Adriani, fuloret.

2015
Daveenn : EHPEA p63

Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...

2015
Daveenn : DISENT p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial