KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.
Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.
Deuet e oa a-benn Greenpeace, gant sikour tud all, da vodañ miliadoù a dud er festival Peace and Landes ha da sevel un enselladenn keodedel "disentus", evit ar wech kentañ e Bro-C'hall, e kreizenn arnodiñ ha bannañ ar misiloù, e Biscarosse, e departamant les Landes, e-lec'h ma oa tennoù esae an M51 da vezañ graet.