Den zo o teskiñ, en deus kalz traoù da zeskiñ c'hoazh.
N'int ket gwir laeron, deskerien marteze. Unan anezho zo e karg, egile zo un desker.
HS. deskad, deskard.
Diouzh ma zu e komzen gant ma c'heneiled yaouank hag ec'h esaeen eus ma gwellañ digas anezho da verkañ o anv war roll an « diskerien brezhoneg ».
Diouz ma zu, e komzen gant ma c'heneiled yaouank, hag ec'h esaen eus ma gwella digas anezo da verka o ano war roll an « diskerien brezoneg ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p58
Graet em eus anaoudegezh e Dinan gant an ao. Kenec'hdu en deus savet eno ur skol vrezhonek : heuliet e vez ingal e gentelioù gant un 40 bennak a zeskerien.