I.
H.g.
1. [1931] Liñvenn diliv, kreñv he frond hag he blaz, helosk, a grou (II 1) pa strilher danvezennoù naturel sukrek, bet e go.
Al lambig a vez ouzhpenn daou-ugent dre gant a alkool ennañ.
&
Alkool 90 derez : liñvenn, dek ha pevar-ugent dre gant a alkool enni, a dalvez da zigontammiñ ar goulioù, ar binvioù.
2. Dre ast.
[1931, 1985] Died zo bras ar c'hementad eus al liñvenn-se enni.
3. Kimiezh
Liñvenn dezhi an hevelep perzhioù kimiek hag an danvezenn-se.
Alkool deviñ : implijet da helosk.
&
Ent krenn
Ur gleuzeur dre alkool.
II.
G.
[1931, 1985] Seurt died zo bras ar c'hementad alkool enni.
Un alkool eo al lambig.