Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lavaret, skrivañ en-dro komzoù ha darvoudoù, evel ma'z int bet klevet pe gwelet. Dezrevellañ ar pezh am eus klevet. Dezrevellañ an darvoudoù end-eeun, livañ an dud evel m'o gweler. & Ent strizh Kontañ udb. c'hoarvezet, pe ijinet. An destenn a zezrevell trubuilh ul lean erru e barr an oad. HS. danevellañ. 2. Klask ober heñvel ouzh un den, ul loen bet gwelet, klevet. Klevet em eus ma zad o tezrevellañ paotred Lannuon gant o brezhoneg kêr. Gant he botoù-koad war ar simant e tezrevelle dipadapa treid ar c'hezeg. 3. Ober heñvel ouzh (ub., udb.) evit e c'hoapaat. Dezrevellañ an oferenn o kanañ sonioù hudur HS. marmouzañ, tailhañ, taneal, dambreziñ, drevezañ. 4. Adlavaret (udb.) evel ma ra un heklev. Alleluia ! Krediñ a rae dezhañ klevet ar ger-se dezrevellet dre-holl gant hiboud an dour, richan al laboused. 5. Ezteuler (udb.) dre jestroù, hep sikour ar gomz. Unan a gan, eben a zezrevell he c'han dre jestroù.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

dezrevell

1499
Daveenn : LVBCA p55 (raconter)

dezrevell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg raconter

dezrevelliñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deceler

disnevell

1732
Daveenn : GReg pg conter, contrefaire

dizrevellet

1732
Daveenn : GReg pg conter, contrefaire, deceler (decouvrir une chose cachée), découvrir (déclarer quelque secret), decrire (faire une description, par le pinceau, la plume, le discours)

dizrevelliñ

1732
Daveenn : GReg pg deceler (decouvrir une chose cachée), découvrir (déclarer quelque secret)

diskuliañ, dizrevelliñ, e gendorfetourien

1732
Daveenn : GReg pg deceler (ses complices)

dezrevell

1732
Daveenn : GReg pg decrire (faire une description, par le pinceau, la plume, le discours)

na zezrevellit ket, ma fell deoc'h ho klevfen

1850
Daveenn : GON.II pg pg darévella, dasrévella

dezrevellañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diambrézein, disrével, disrévella (Divulguer. Révéler. Dénoncer. Déceler. - Conter [...] aussi quelquefois comme équivalent du verbe "danévella").

dezrevell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disrévella

dizrevell

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disrévella

dezrevellet

1850
Daveenn : GON.II pg disrévella

Na zezrevellit ket ar pezh hoc'h eus klevet.

1850
Daveenn : GON.II pg disrévella (Ne divulguez pas ce que vous avez entendu).

dezrevell

1850
Daveenn : GON.II pg darévella, dasrévella

dezrevell

1850
Daveenn : GON.II pg darévella, dasrévella

dezrevellet

1850
Daveenn : GON.II pg darévella, dasrévella

dezrevellet

1850
Daveenn : GON.II pg darévella, dasrévella

"dezrevell", "dezrevelliñ"

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Rapporter, raconter, énumérer, faire allusion".

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.17

Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezho, hag en tu-hont da nerzh mab-den e ve o dezrevell amañ.

1923
Daveenn : SKET p.30

Ez an da zezrevell bremañ, gant muioc’h a dro d’am displeg, ar pezh am eus klevet diwar-benn istor ar Ouenn uhel ha kaer dreist d’ar re all, broad hollvrudet hag aotrouniezhus ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.31

Bez’ ez eus anezho kanaouennoùigoù diniver ha danevelloùigoù a zo bet dezrevellet a-vepred gant mammoù Keltia d’o reoùigoù hag a vo dezrevellet ganto da viken.

1923
Daveenn : SKET p.40

En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed. Lavar se din 'ta, kenvroad ? - Penaos 'ta, ken nemet o klevout re all o tezrevelliñ din doareoù emvevañ tud ar C'hreisteiz ! A-hend-all, penaos em bije kavet an traou-se da lavarout dit ?

1929
Daveenn : SVBV p10

[O] respontoù a oa diaes din-me da intent, met ar Fusteg o intente sklaer, a lavare, hag o dizrevelle dimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.156

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

An Indépendance Bretonne, kelaouenn bemdeziek a Sant-Brieg, a zizrevellas poz ha poz ar pez a dremenas e gouelioù Kaerdiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.107

Dezrevell a raen din ma-unan gwerzennoù Byron, o vont kuit diouzh e vro evit ar wech kentañ…

1944
Daveenn : EURW.1 p.109

Dezrevell a reas darnoùigoù - darnoùigoù nemetken - eus ar c'haoziou skoemp, a oa bet en iliz etrezañ ha maouez du Miranda.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial