Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont ennañ e-unan goude ur fallaenn, goude bezañ tapet un taol, goude bezañ bet souezhet. Edo an den o tiabafiñ. Diabafiñ a reas el lec'h ma oa kouezhet. 2. Divezviñ. Evet o doa hep diabafiñ e-pad eizh devezh diouzhtu. 3. (db. an dud lent, hegredik, sot) Dont da vezañ dizaon, dilu. Diabafiñ a ray pa ranko kuitaat ar gêr. II. V.k.e. Lakaat (ub.) da zivezviñ. Soubenn an ognon, netra gwelloc'h da ziabafiñ an dud.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

diabafiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desestourdir, retourner (a soy)

un nebeudig eo diabafet, disodet

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est un peu) déniaisé

diabafiñ

1732
Daveenn : GReg pg deniaiser (se deniaiser)

E ziabafet em eus.

1850
Daveenn : GON.II pg diabafi (Je l'ai dégourdi, déniaisé).

Pell eo bet o tiabafiñ.

1850
Daveenn : GON.II pg diabafi (Il a été longtemps à reprendre ses esprits).

diabafiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diabafi (Dégourdir l'esprit. Déniaiser. Revenir de son étourdissement. Reprendre ses esprits. Se reconnaître), disodein

diabafet

1850
Daveenn : GON.II pg diabafi (Dégourdir l'esprit. Déniaiser. Revenir de son étourdissement. Reprendre ses esprits. Se reconnaître. Part.)

diabafiñ

1909
Daveenn : BROU p. 222 (diabafi a toujours le sens de dessouler)

Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù

2012
Daveenn : ADULT p. 212

Diabafiñ a ran a-benn ar fin ha divizout a ran teuler ur sell diwezhañ ouzh ar ranndi, diwar dreuzvoaz micherel, peuzsur.

2015
Daveenn : EHPEA p14

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial