I. H.g.
A.
1. Pezh a ra d'un ober bezañ diaes da seveniñ.
Diaezamant am eus o kerzhet. Kerzhet a ra gant kalz a ziaezamant. Ober udb. hep poan na diaezamant. Me am bez diaezamant gant ar berranal.
2. Trl.
OBER E ZIAEZAMANT : en em rouestlañ.
Me ned in ket d'ober ma diaezamant evit ober plijadur dezhañ.
B. Dre ast.
1. Diegi (en devez ub.) d'ober udb.
An diaezamant zo diwar-benn anzav ur fazi.
2. Stad korf diaes da c'houzañv.
Diaezamant am eus gant ar boan dent.
II. G.
1. Tra a nec'h, a laka diaes ub.
Skuizhder ha diaezamantoù ur veaj hir. A-nebeudoù ez a an diaezamantoù war vihanaat. Ar baourentez n'eo ket un dizenor, met un diaezamant eo. Al loen-se en deus un diaezamant.
[1954] [K]ammed ne c’hoarvezas ganin gouzañv war ar seurt bigi-dre-lien an disterañ diaezamant.
2. Dre ast. (db. buhez danvezel an dud)
Berrentez a laka ar vuhez da vezañ diaes ; dienez arc'hant. En un diaezamant bras emañ an dud-se.
HS. diaester.
Bezañ ez eus en hon touez un diaezamant er spered, er c'henwerzh, dreist-holl er politikerezh, na c'houller ket anavezout e Bro-C'hall.
Beza ez eus en hon touez eun diezamant er spered, er c'hemwerz, dreistoll er politikeres, na c'houller ket anavezout e Bro-C'hall.
1911
Daveenn :
PSEP
p V
Kent mont da Vrest alies e tegouezhas din bageal e Plougouskant pe er Porzh Gwenn, hag a-wechoù garv a-walc’h e veze ar mor ; kammed ne c’hoarvezas ganin gouzañv war ar seurt bigi-dre-lien an disterañ diaezamant.
Kent mont da Vrest alies e tegouezhas din bageal e Plougouskant pe er Porzh Gwenn, hag a-wechoù garv awalc’h e veze ar mor ; kammed ne c’hoarvezas ganin gouzañv war ar seurt bigi dre lien an disterañ diaezamant.
1954
Daveenn :
VAZA
p.87
N'hor boa ket da vezañ hejet-dihejet ken avat, rak torret e oa da vat war nerzh an avel, hag hep diaezamant ebet eo e treuzomp Beg Owendo.