1. [1732, 1927, 1931] Deiziadur warnañ merkoù a denn d'ar steredoniezh, d'an amzer, stlennoù a bep seurt diwar-benn ar vezegiezh, ar c'heginañ, ar steredouriezh, hag alioù war al labourioù d'ober diouzh mareoù ar bloaz.
Un almanag zo ul levr hag a ranker da gaout e pep ti. Mar lakait en ho penn ober almanagoù, na labourit nemet war ar steredennoù. Almanagoù disi, ma tisklêrin enno planedennoù ar bed.
2. Ent strizh
Deiziadur.
Anvioù tennet diwar ur c'hozh almanag.
3. [1927, 1931] Trl. skeud.
OBER ALMANAGOÙ : lakaat ub. da grediñ traoù n'int ket gwir, kontañ istorioù ; ober sistroù, koll e amzer gant munudoù.
Dispar ez ouzoc'h ober almanagoù.
&
Tremen e amzer gant traoù dister.
&
Bezañ dibarfet, dievezh.