Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Bezañ hep gouzout. An traoù-se n'eo ket aotreet o dianavezout. Dianavezout al lezenn. 2. DIANAVEZOUT UB. : bezañ dianaoudek en e geñver. Penaos e c'hallont ho tianavezout evel ma reont ? Perak e tianavezit-hu ac'hanon ? & (en tu gouzañv) Alies e vez ar re baour dianavezet gant kalz a dud. 3. Dianavezout un ober bnk. : nac'h e anavezout. Dianavezet o deus e vadelezh. Dianavezet en deus ar servij am boa rentet dezhañ. 4. Dianzav. Dianavezout e vugale. 5. Anavezout udb. diouzh udb. all. Evel ma tianavezer ar wezenn diouzh ar frouezh. Kerkent ha ma vezont gouest da zianavezout bara ar sakramant diouzh ar bara ordinal. HS. dianaout. II. V. em. EN EM ZIANAVEZOUT. 1. Ankounac'haat ar pezh eur, nac'h e orin. En em zianavezout a ra abaoe m’en deus kuitaet ar vro. 2. Dianavezout ar pezh a zleer da oberoù ar re all.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial