Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) A vank furnez dezhañ, a ra re vuan hep soñjal a-walc'h. Diaviz oc'h da lezel hennezh da laerezh ac'hanoc'h. Honnezh n'eo ket diaviz. [1955] E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured. HS. diskiant. ES. fur. 2. (db. an oberoù) Diboell, diskiant. Alioù diaviz. Soñjoù diaviz zo en e spered. DHS. foll, sot. ES. fur. 3. Dre ast. Dichek abalamour m'eo diboell. Un arzour diaviz a-walc'h evit goulenn aozañ ur skeudenn nevez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

diaviz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg impertinent, niais, temeraire

diaviz

1732
Daveenn : GReg pg avise' (mal-avisé, ée, inconsideré), écervelé (ée, sans cervelle, étourdi, fou, imprudent)

diavisoc'h

1732
Daveenn : GReg pg avise'

diavisañ

1732
Daveenn : GReg pg avise'

diaviz

1909
Daveenn : BROU p. 223 (mal avisé)

diaviz

1931
Daveenn : VALL pg (qui n'est pas) avisé

Dre se e kilen dirak ur gefridi ken arvarus rak diaviz e vijen bet o pediñ ur vaouez da voulc’hañ he c’huzhiadenn evit ma c’hellje dimeziñ d’ur plac’h all ar c’hanfard o paouez treiñ kein d’he merc’h.

1955
Daveenn : VBRU p.16

Hogen, ken stank, ken c’hwerv e oa he re an dro-mañ m’am boa truez outi, ha briataet e oan ganti ken start ma ’z oan gloazet gant he divrec’h : « Alo ’ta, emezon, n’oc’h ket emichañs ken diaviz ha pennhêr ar maerdi a vougas e vamm gant ar garantez en devoa outi ? ».

1955
Daveenn : VBRU p.22

E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured.

1955
Daveenn : VBRU p.28

Pegen diaviz eus he ferzh ! Ret e vije deoc'h reiñ an digouvi dezhi.

2015
Daveenn : POLDG p. 309

Ofis publik ar brezhoneg