dibennet
P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.
Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
Er bloavezh 1907, ne dremene ket ar Maroko evit bezañ baradoz ar gristenien, ha hini ebet, gant ur begad skiant[-]vat ennañ, n’en divije kredet dont da c’hwileta damdost d’ur gêr er vro-se : anez-se, e vefe bet dibennet plaen ha brav pe graet e vije bet viloc’h c’hoazh dezhañ o vezañ ne oa ket Marokaniz kanfarded hag a selle gwell verr.
Ar boulc'hennoù-se avat a zo anezho hentoù dister evit ar c'herzhed ; war-eeun e tiskennont gant an diribinoù gwashañ, ha pelloc'h e ranker pignat betek beg an torgennoù ; bez ho po ivez da ziwall ouzh begoù ar strouezh bet dibennet a daolioù machete, hag a vo prest da grabiñsat deoc'h ho tivesker, pa vezont deuet da vezañ skarp dreist-holl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dibennfreuzadur