Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. (db. an dud, al loened) Tennañ ar pikouz diouzh an daoulagad. [1850] Ne c'hall ket dibikouzañ e zaoulagad. [1954] Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c’hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m’edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c’henitervez Soaz an Aubin : « Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost [...]. & Dre skeud. [1954] Bremañ, pa ’z on krog em dek vloaz ha tri-ugent, goude ma ’z eo bet dibikouzet va daoulagad gant darvoudoù fall pe vat ar vuhez, gallout a ran teurel, hep keuz na kerse, ur sell war va amzer dremenet… 2. V.g. Dre ast. Digeriñ an daoulagad.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

dibikouzañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desiller (les yeux)

dibikouzañ

1850
Daveenn : GON.II pg dibikouza (Guérir ou nettoyer les yeux chassieux).

dibikouzet

1850
Daveenn : GON.II pg dibikouza (Guérir ou nettoyer les yeux chassieux. Part.)

Ne c'hell ket dibikouzañ e zaoulagad.

1850
Daveenn : GON.II pg dibikouz (Il ne peut pas nettoyer ses yeux de la chassie).

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas ["ken kaz"] e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

1944
Daveenn : ATST p.52

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Daveenn : ATST p.52

Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c’hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m’edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c’henitervez Soaz an Aubin : « Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost ; emañ bremañ holl aelez ar Baradoz o kanañ meleudi [sic, meuleudi] d’ar Werc’hez, met diwall da ouelañ, Jarlig, da vamm a zo aet ganto ».

1954
Daveenn : VAZA p.46

Siwazh ?... petra ’eo din kunuc’henniñ e giz-se ?... Bremañ, pa ’z on krog em dek vloaz ha tri-ugent, goude ma ’z eo bet dibikouzet va daoulagad gant darvoudoù fall pe vat ar vuhez, gallout a ran teurel, hep keuz na kerse, ur sell war va amzer dremenet…

1954
Daveenn : VAZA p.71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial