Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Zo yac'h, n'eo ket bet gloazet. & Trl. Yac'h* ha dibistig. Adkavout ub. yac'h ha dibistig. 2. Hardizh, dichek. Bugale dibistig. II. Adv. 1. Hep gouzañv gwall ebet. Douarañ dibistig o doa graet. 2. Hardizh, dichek. Komz ken dibistig.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

dibistig

1732
Daveenn : GReg pg (qui n'est en rien) estropié

dibistig

1850
Daveenn : GON.II pg dibistik (Qui se porte bien. Qui jouit d'une bonne santé. Qui n'a aucune infirmité).

Un den dibistig eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dibistik (C'est un homme bien portant).

dibistig

1931
Daveenn : VALL pg (sans) blessure

Gwelloc'h eo plegañ ha mont kuit dibistig, ha dont war e giz ur wech all evit adober ar memes taol...

2015
Daveenn : DISENT p93

Talvoudus e c'hall bezañ ivez evit prouiñ ez oc'h yac'h ha dibistig, ma soñj deoc'h e c'hallfec'h bezañ gwallgaset gant ar boliserien pa vefet dalc'het dindan evezh.

2015
Daveenn : DISENT p169

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial