1. Kollet e boell gantañ.
Ret eo bezañ diboellet evit lavaret se.
2. Na oar ket war be du en em dreiñ ken diwar vreskenn.
[1878] Ar soudarded ne ouient e pelec’h treiñ, diboellet e oant.
DHS. pennfollet.
3. Dirollet evel unan kollet e skiant vat gantañ.
Diboellet gant ar gasoni an eil ouzh egile.
DHS. pennfollet.
4. (db. an dud hag o buhez)
Gouestlet d'ar plijadurioù.
Kunduiñ ur vuhez diboellet. Merc'hed diboellet.
DHS. gadal.
HS. direizh, diroll.
Daveenn :
GReg
pg deregler (agir contre l'ordre établi, contre la regle), furieux (Devenir furieux, pp.)
diboelletoc'h
diboëlletoc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg furieux (-se)
Ar soudarded ne ouient e pelec’h treiñ, diboellet e oant.
Ar zoudarded ne gouient e peleac’h trei, diboellet oant.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.91
Diskiantez, emezañ, a gred leuskel gourdrouzoù gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzhit, diboellet ma ’z out gant ar garantez hag ar glac’har.
Diskiantez, emezan, a gred leuskel gourdrouzou gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzit, diboellet ma ’z out gand ar garantez hag ar glac’har.
1923
Daveenn :
SKET
p.112
Treiñ a ra ar c'hirri en-dro d'ar blasenn en ur gornal diboellet tra ma sko ar vlenierion war o rod-stur o klask un ezkerzh gant dizesper.